Mont d’an endalc’had

Khe Sanh

Eus Wikipedia
Kartenn proviñs Quang Tri gant lec'hiadur Khe Sanh.

Khe Sanh zo kêr-benn distrig Hướng Hoá e Vietnam, lec'hiet eo 63 km er gornôg da Đông Hà. Brudet eo al lec'h evit bezañ bet tachenn emgann Khe Sanh.

Kêriadenn Khe Sanh a zo bet diazezet adal ur blantadeg kafe krouet e 1926 gant an imbourc'her ha naturelour gall Eugène Poilane. Pa grogas gant al labourioù e 1918 ne oa nemet un ti, hini an ijinour a oa karget eus al labourioù en hent trevadennel 9, kentañ hent graet gant mein e Laos.

E 1962, unvezioù ispisial Stadoù-Unanet Amerika a savas eno ur vazenn gant un aerborzh bihan, ar pal a oa evezhiañ ar zonenn nann milourel etre Norzh ha Su Viêt Nam.

Goude ma vije kroget Brezel Vietnam e oa bet savet ur bazenn stourm kalz ledanoc'h evit na oa hini an nerzhioù ispisial. E-kerzh Argadenn an Tết e oa bet eno Emgann Khe Sanh eus an 21 a viz Genver betek an 8 a viz Ebrel 1968 .